Aldo Leopold

Aldo Leopold gant ur c'hlaouier-biroù hag ur wareg, e Rimrock, Mec'hiko oc'h ober ur vale hemolc'hiñ e 1938

Aldo Leopold (11 Genver 188721 Ebrel 1948) a oa un ekologour, ur prederour, ur c'hoadour, ur skiantour hag ur skrivagner stadunanat.
Kelenner e oa e Skol-veur Wisconsin hag anavezet eo dre-benn d'e levr A Sand County Almanac (1949), hag a voe troet e pevarzek yezh ha gwerzhet e daou villion a skouerennoù[1].

Leopold a voe e penn al luskad evit an divezoniezh (etik) endroel hag oberiant evit gwareziñ al loened gouez. E sell holistek war an natur ouez en deus bet ul levezon greñv war skiant merañ ar vuhez ouez.

  1. A Sand County Almanac. The Aldo Leopold Foundation.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search